Accueil Bretagne Vivante
 Plan du Site
 Protéger  Agir localement  Actualités  Eduquer  Découvrir  Editions  Label BV  Liens 
Recherche
[Editions]
[Présentation des revues]
[Bretagne vivante]
[Penn ar Bed]

[L'Hermine vagabonde]

[Elona]
[Life îlots marins]
[Bon de commande]

L'Hermine Vagabonde

 

E DISHEOL KOAD KORNEG

Ernest ar Barzhig (1917-1977)

Da'm div verc'h-vihan Lenaig Abiven ha Katellig Magon de Saint -Élier

Ar Baradoz war an douar eo evidon koadoù Mur. Evit tañva an nevez-amzer eo ret din bezañ dirak o delioù oc'h en em zispakañ dindan treuzlivioù damc'hlas an oabl hag an aer, klevout o evned o richanañ hag oc'h ober kaezhigoù an eil d'egile araok stummañ o neizh ha dozviñ, santout an aezhennouigoù four ha klouar a went c'hwezhioù badaouus a bep seurt hag a dremen war an nen evel ken lies a flouradenn.
En tu all d'an hañv, e plij din koroll an delioù sec'h ha liesliv dindan korc'hwezh kala-goañv, kan ha sarac'h an avel er gwez hanter ziwisk.
N'eus netra muioc'h dlisheñvel ouzh ur c'hoad a anavezer mat eget ar memes koad dindan ur gwiskad mat a erc'h nevez, disaotr. En alezioù zo, deut da vezañ ribouloù gwenn-tout, ne vefer ket souezhet da welout o pourmen boudigoù kontadennoù zo. Achantet eo pep tra ha bale a reer en ur palez burzhudus.
Met ar mare a'r bloaz ma vevan ar mulañ em c'hoadeier eo c'hoazh e-pad devezhioù tomm-gor ar c'hoñjeoù-bras. Nag e vezan evurus gourvezet gant ul levr e donderioù skeud ken fresk ma gwez frondus ha peoc'hus, pa vez kras, losket, suilhet naet ar parkeier. Bev-birvidik e vez neuze ar c'hoad, n'eo ket hepken gant an takadoù heol melen silet etre an delioù, met gant birvilh al loened, plapouzerezh an evned, evel just, met ivez monedone sioul ar gwiñverien, an naered, an amprevaned. Neb a oar chom mut ha difiñv ouzh troad ur wezenn a c'hell gwelout un hoc'h-gouez o turiañ pe ur goantenn a heizez o tichonkañ gwezvoud rodellet en-dro d'un dervenn gozh bennak. Degouezhet eo ganin zoken, klev, arvestiñ ouzh ul louarn oc'h en em zic'hwenañ, e koad Korneg. Kontet e oa bet din e oa un dra iskis ha fentus da welout ha penaos e teue a-benn al loen eus e daol. Ne voen ket re souezhet eta.
Ar goudekreistevezh-se eus miz Eost edon e koad Korneg eta, gourvezet war ribl ur wazhig dour-red a gane sklintin ha diehan war he meinigoù ha grouan fonnus a-raok mont da zislonkañ he dour ken sklaer e lagenn Gwerledan, dek metr bennak izeloc'h. Ur gwir volz skourroù ha delioù a oa a-us din, peogwir e oa un halegenn a bep tu d'ar ruzelenn. Na posupl e vijen bet o chaseal ne vefen ket bet gwelloc'h kuzhet. Fiñv ebet ganin. Daoust d'ul levr da vezañ digor dindan ma fri, evel trellet e oa ma daoulagad gant ar gwagennoùigoù a c'hoarie didermen war al lenn dindan an avelig kornôg. Diouzh an tu-se e teuas al louarn, pezh a harzas outañ, moarvat, da santout ac'hanon, kerzhout a rae a-rez eon ar ribl hag eñ ivez a selle ouzh an dour. Me a souchas war ma levr hep paouez da luchañ, se zo sklaer. Egile en doa kavet, emichañs, ar plas a oa o klask, treiñ a reas kein d'al lenn, begoù e dreid a-dreñv en dour, hag eñ da souzañ goustadik-goustadik evel ar walc'herien o letem o devez diegi o splujañ er mor. Beg e lost, reudet start war-draoñ, a dizhas an dour e-lec'h e tiskennas dousik-dousik.
Dibabet mat en doa Alanig ur seurt traezhenn vihan war zinaou met a veze gwelet peil en dour.
Evel ma oa bet kontet din, c'hwen al loen - ne din ket betek lavarout e welen anezhe - a grape war grec'h dirak an dour yen. Ma louam ne oa ket un hanter c'henaoueg. reiñ a rae amzer dezhe da sachañ o skasoù gante. Ma vije aet re vuan, e vefent bet damveuzet. met hanter vadaouet hepken ha prest da sunañ anezhañ adalek ma vefe sec'h e grev. Hola 'vat, n'eo ket evel-se e labourer er familh Louam. "Gra tra pa ri tra !" Kement hag en em zic'hwenañ e vez graet o jeu dezhe tout.
Gwelout a raen evel ur minc'hoarzh clindan mourroù Alanig; e zaoulagad avat a oa damserret dindan bannoù an heol. Poan am boa o chom hep c'hoarzhin hag hep fiñval ivez, e gwirionez.
Aet al lost hag an divesker war o hed en dour, e spurmantis ar gwagennoùigoù o sevel tamm-hatamm war borpant rous Alanig, gorrek-gorrek atav, eñ o souzañ bepred.
Erruout a reas an dour a-rez e benn... Prestik ne voe ket gwelet e zaoulagad zoken, ne vane nemet fri al loen bannet etrezek an heol ; mont a reas d'e dro war goazhañ ac'hann ne chomas ken er-maez nemet ar fronelloù. A-greiz-holl ec'h adwelis penn al loen oc'h adsevel trumm betek an daoulagad hag ur pezh teod ruz da dremen pizh war ar muzelloù ha beg ar fr1, ur wech... div wech... teir gwech. Deut e oa Alanig a-berm eus e c'hwen en ur zebriñ anezhe... Netra kollet, lakeda.
En em sachañ a reas al loen diouzh al lenn war e bouez... Goude bezañ en em zifretet ha strinket dour da bep tu, memes tra Doue evel ur c'hi, e reas ul lapadenn pe ziv e dour arc'hantet ma gwazh hag eñ kuit dre lec'h ma oa deut.
Un tamm difretañ ne reas ket droug din kennebeut, gant ar seizet e oan erru.


Ac'hanta ! Setu aze traoù plijus a c'hell soupren en ur c'hoad neb a oar sellout, selaou ha gortoz.

 
Bretagne Vivante - 186, rue Anatole France - BP 63121 - 29231 Brest cedex 3
- Page actualisée le 03/08/2004
[début de page]